Panama Papers

Panama Papers
information leak, scandal, data theft, data journalism, data set, investigative journalism
StadPanamá Kemmañ
Danvez pennañshell corporation, tax noncompliance Kemmañ
Deiziad embann3 Ebr 2016 Kemmañ
PerzhiadMossack Fonseca, "John Doe" Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet2015 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.icij.org/investigations/panama-papers/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.icij.org/investigations/panama-papers/, https://offshoreleaks.icij.org/investigations/panama-papers Kemmañ
HashtagPanamaPapers Kemmañ
Deskrivet dreHow The Panama Papers Exposed Secrecy in the Art Market Kemmañ
API endpoint URLhttps://offshoreleaks.icij.org/api/v1/reconcile/panama-papers Kemmañ
Roll elfennoùlist of people named in the Panama Papers Kemmañ

Graet e vez Panama Papers eus diskuliadenn gant mediaoù dre ar bed a 11,5 milion a deuliadoù kuzhut o tont eus studi avokad Mossack Fonseca e Panama, enno titouroù war muioc'h evit 2140 000 embregerezh offshore hag anvioù o c'hevrannerien. En o zouez e kaver politikerien, sportourien, tud anavezet pe miliarderien. Pennoù stad pemp bro - Arabia Saoudat, Arc'hantina, Island, Ukraina hag Emirelezhioù Arab Unanet - a zo kaoz outo en teuliadoù mañ, met ivez tud er gouarnamantoù pe tost outo er broioù-se hag e ouzhpenn 40 bro, en o zouez : Suafrika, Sina, Sukorea, Brazil,Bro-C'hall, India,Rusia, ar Rouantelezh-Unanet ha kalz reoù all[1].

An anv Panama Papers zo tennet a-ziwar ar Pentagon Papers, pa voe diskuliet e 1971 teuliadoù sekred ouzhpenn 7 000 pajennad diwar-benn oberatadenoù kuzh Stadoù-Unanet Amerika e-pad Brezel Vietnam gant ar gazetenn The New York Times hag ur 15 bennak a genseurted amerikan all.

An teuliadoù pourchaset gant un disklozer didan al lesanv "John Doe" zo enno titouroù adalek ar bloavezhioù 1970 betek fin 2015. En hollad ez eus 2,6 teraocted à dataoù. Da gentañ e voe kaset an teuliadoù-se d'ar gazetenn alaman Süddeutsche Zeitung[2] e 2015, met buan e voe rannet gant mediaoù all e 80 bro dre ar bed didan rennerezh Konsortiom Etrevroadel ar C'Hazetenerezh Enklask (International Consortium of Investigative Journalists e saozneg, e Washington emañ e sez)[3]. D'an 3 a viz ebrel ez eo bet diskuliet an afer gante dre ar bed, gant 149 teuliad diskuliet. Teuliadoù all a zo da vezañ diskuliet e kerzh miz ebrel ha mae 2016[4].

Skeudenn embannet er gazetenn Le Monde e miz Ebrel 2016, o tiskkouez ul lod tud brudet engouestlet en afer « Panama Papers ».

An teuliadoù a zo enno titouroù diwar embregerezhioù offshore, bet krouet gant harp Mossack Fonseca pe bet e darempred gant o fratikoù. Ma c'hell, ez-teorikel, embregerezhioù offshore kaout ur pal reizh, ez-pleustrek e vezont implijet evel embregerezhioù skramm evit an terc'h-fiskal pe kannañ-arc'hant maez al lezenn e orin.

  1. Joan Tilouine, Simon Piel, Maxime Vaudano, Jérémie Baruch et Anne Michel, « Chefs d’État, sportifs, milliardaires: premières révélations des « Panama Papers » sur le système offshore mondial », Le Monde, 3 Ebrel 2016
  2. The Panama Papers, Süddeutsche Zeitung, 3 ebrel2016
  3. The Panama Papers, International Consortium of Investigative Journalists, 3 avril 2016
  4. Data Methodology, International Consortium of Investigative Journalists, 3 ebrel2016

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne